D’ar yaou 24 a viz Here e oa bet skolajidi 5vet ha 4e an hentenn divyezhek e Landevenneg e-pad an dervezh.
Gweladennet o doa mirdi an abati kozh, e brezhoneg evel-just !
Tro o doa bet ivez da zeskiñ skrivañ e-giz en IXvet kantved pe da zizoleiñ teknikoù an arkeologiezh.
Goude-merenn e o doa bet tro da bourmen e bouc’h Landevenneg, gant un toullad goulennoù diwar-benn Istor ar gêr da respont.
Un dervezh plijus, dindan an heol !