Pourmenadenn e Brest

Brezhonegerien ar 5vet hag ar 6vet klas a zo bet o pourmen e Brest d’ar 25 a viz Genver.

37 skolajiad ha 5 kelenner a zo bet o weladenniñ Brest e brezhoneg, dindan an heol. Kroget o deus gant an tram, evit mont betek kreiz-kêr, ha gweladenniñ an Tour Tangi.

Un droiad e Liorzh an Ergerzhereien, ha bec’h d’ar Gapusined gant ar fungar evit drebiñ… ha ruilhañ !

Un droiad er vediaoueg goude-merenn, e brezhoneg evel-just, hag un tañvañ d’an Hip-Hop da echuiñ an dervezh !

Ur pennad a zo bet er gazetenn, hag ar skinwel a zo deuet ivez !


Téléchargez le dernier numéro

La publication périodique des élèves du réseau bâti autour de Saint-Stanislas.